stourm

Degemer » Articles » Adverboù » stourm

Skoueraat

(10 skouerioù)

An dud a zo kustum da ober gant stourm e-keñver ar « stourm politikel, ar stourm sevenadurel, ar brezel » klasket am eus amañ diskouez e c’heller ober gant “stourm” er vuhez pemdeziek, da skouer “stourm” a zo ivez enebiñ ouzh un dra bennag ( an avel pe traou all ) pe ouzh tud, dre enebiezh dre c’her pe dre gorf

Ma vije bet beo e vamm he divije stourmet outañ hag en divije pleget. 

( ur paotr yaouank a zo marvet war lerc’h bezañ debret re a grampouezh. )

Tarzh : FB 1925

Stourm ouzh an avel, ouzh ar glao, ouzh ar yenienn, e-kreiz ar reier du hag ar mor garo. Gwerzhenn ar vezhinaerien p 115

Tarzh : gwerzhenn ar vezhinaerien p 115

Ne ouezan ket peseurt kleñved an diaoul a stourm outo ( ar medisin ) 

Tarzh : FB 1919/1920 p 51

Ne dalv ket deoc’h stourm, intron.  ( amañ e talv en em zifenn, en ur stourm gant he nerzh-korf)

Tarzh : brabant p 28

Un alaman, n’eus forzh peseurt eo, kouer pe roue, pa deu un dra bennag da stourm outañ, en em daol diouzhtu en ur vuanegez spontus .

Tarzh : prizoniad er Rhür p 58

N’eus forzh! Deus atao hag evit bezañ kreñfoc’h da stourm ouz an avel, kanomp.

Tarzh : FB 1935 p 22

Alinik a eseas diframma digant he zad al lizher, mes hemañ a stourmas ha ne ehanas ken a oa lennet penn da benn.

Tarzh : ar bobl genver 1912 LAF

Julig a oa ur spered debret hag a veze atao prest da vezañ diskaret gant an disterrañ tra a stourme outañ. FB 1938 p 59

Tarzh : FB 1938 p 59

Poan hon doa o telc’her ac’hanoc’h rak stourm a rejoc’h ouzomp kenañ. Courrier 06/1915

Tarzh : courrier 06/1915