leve 25
Degemer » Articles »Skoueraat
Abaoe un neubeut bloavezhioù, pa vez anv eus "leve" a dud a gompren " retred". Mat. Talvoudegezh ar ger a zo "un tammig ledannoc'h" eget an dra-ze setu am eus dastumet un neubeut frazennoù evit ober ur bern brao.
« Hennezh en doa pemzeg pe c’hwezeg ferm a-leve. » Un den, ur vro 148
( perc’henn e oa war 15 pe 16 ferm)
Bihan an atañchou, stank ar vugale en ti, kalet ar vuhez evit Yann Gouer, ma n’emañ ket en e leve. »
ma n’emañ ket en e leve: s’il n’est pas propriétaire
E c’hellent kaout daouzeg dervez-arad a leve deho.
ils devaient posséder 6 hectares.
Ni a zo en hor leve amañ, a lavare paotred an aod, betek Bro Zaoz eo deomp.
ni a zo en hor leve amañ= on est propriétaires.
Ha va zammig leve a zeuio da vezañ douar ar barrez ? Esperance 10/1898
mon bien, ma terre va devenir propriété de la commune ?
(gast alato !)
E Landeda emaomp. Unan a zo en ur park. Gwelet a ra unan all o sellet dac’houtañ un tammig dre guzh:
-Petra emaout oc’h ober amañ ?
– Me m’eus leve amañ.
Me m’eus leve amañ = j’ai du terrain ici.
Hed ha hed ar c’hae a ra an dro d’e leve, Frañsez a wel unan oc’h en em rinklañ…
le long du talus qui entoure son bien, sa terre.
hag ho pefe holl a-leve
Leon, Treger ha Kerne
gant ho tañvez ne brenfec’h ket
un hanter devezh eürusted .
Ti kêr Treouergat a lavare edo ur vengleuz tra ar barrez. Poan gollet. Paperioù leve tante Valentine a ziskoueze edo d’he famillh.
paperioù leve = les actes de propriété
« An duk Yann Dileve »
Diouzh va zoñj ez eus anv amañ eus « Jean Sans Terre »
Ma vez goulennet ouzoc’h: » En da leve emaout? »
An dra-ze a dalv: « perc’henn out war da di, da lojamant ? »
War ar poent-se, ma kavit un avalaouer, ne lakit ket anezhañ en ho kwele. Lezit eñ war e leve, e frankiz.
“A ce sujet, si vous trouvez un hérisson, en le mettez pas dans votre lit, mais laissez le en liberté sur son territoire.”
Setu bremañ an itroun Kerricher he-unan e penn gouarnamant he maner hag he leveoù braz.
leveoù braz ar maner a c’hell bezañ tiegezhioù , atañchoù, parkeier
Forzh penaos, an holl draoù ho peus, an dra-ze a zo ho leve.
Yannig an Touz n’en doa nemet e ziv vioc’h da holl leve. Anat deoc’h n’edo ket an aour gantañ war ar raden.
son seul bien c’était ses deux vaches
Allas ! E Landunvez, e kounter, an ti kear a zo paour ran… muioc’h a zle eget a leve.
Deskadurez d’ar vugale a zo gwelloc’h eget leve.
Pemp mil tri c’hant unnek lur ha tri-ugent, oc’h tri dre gant, a ra bep bloaz, kant lur ha tri-ugent a leve ( 161 fr ) Cou 09/1887
amañ emaomp gant an arc’hant en ti bank: leve a zeu diwarnañ
( diwar benn un den en deus gounezet el loterie )
90 000 lur a zo lakeet gantañ e bank frañs evit dougen leve.
evit dougen leve: rapporter ( des intérêts)
Darn anezho a c’hell kaout douaroù, arc’hant war interest ha diwar leve pe interest ar madoù se e tleint paeañ o lod.
Al leveoù braz en divije ( en deveze) bep bloaz digant e verourien a yae al lodenn vrasañ anezho da brenañ boued ha dilhad d’ar re ezhommek.
m’ho eus lojamañchoù, tiez, parkeier e feurm, an dra-ze a zigas leve deoc’h.
D’an traoñ al leve ! D’ar maro ar re a zo en o leve ! sañset eo dispac’herien 1848 hag a youc’he an traoù-ze.
a bas la propriété ! la mort pour les propriétaires !
pa varv un den eus ar familh e ranker rannañ e leve etre e heritourien
Lod ne fell ket dezho kaout kalz bugale, abalamour o deus c’hoant da lakaat o bugale da vezañ pinvidik. Daou vil skoed leve a zo en ti : mil skoued leve da bep krouadur: mab ha merc’h, netra war lerc’h.
Aotroù Barner, pa z’eo gwir oac’h ur c’hamalad bras d’hon tonton, c’houi a lavarfe deomp marteze pegement a leve a jom war e lerc’h?
An heritourien a zo galvet dirag al lez varn diwar benn an tamm leve chomet war-lerc’h maro ur miliner
“Atao o klask arc’hant da brestañ war leve.
emprunter sous hypothèque
Penaos eo deuet “leve” da dalvezout “retred” e spered lod ?
Gwechall an dud pa ehanent da labourat n’o doa nemet ar pezh o doa lakaet a-gostez o buhez pad hag ar pezh a zeue dac’h al liorzh setu e vevent “diwar o leve” “eus o leve”. Lavaret e veze ivez « diwar o zanvez ».
Soñjal a ran en un dra all. An dud a ehane da labourat a chome er gêr , » en em denne war o leve » . ne ‘z eant ket mu da labourat e-giz a-raok.
ar meneg kentañ ha nemetañ am eus kavet eus « leve » o talvezout « pension » eo e-keñver ar soudarded kozh hag o doa droad da gaout leve a-berzh ar c’houarnamant.
« leve » n’eo ket re fall en holl da dreiñ « pension » neuze met ne oa ket mat betek hen da dreiñ ar ger « retraite » pa z’eo ar retraite ur mare amzer.
retred vat deoc’h.
E gwirionez, a-benn an deiz kentañ a viz mae, Biel a oa en e di nevez, en e leve, evel a lavare.
il était propriétaire de 15 à 16 fermes