kerc’hat

Degemer » Articles » verboù ober » kerc’hat

Skoueraat

(13 skouerioù)

Perak gouestlañ ur pennad d'ar verb "Kerc'hat" ? peurliesañ ne glever nemet "kae da gerc'hat an dra-ze din". Un tammig "skournet" ha dister e kavan an implij a vez graet eus ar verb setu am beus berniet frazennoù skouer evit ma vefe maneet gwelloc'h ar verb-se

« Ur gwall dra em eus da lavaret deoc’h. Me a vez kerc’het gant ar Zabat en noz, ha ne c’hellan ket enebiñ outo. 

Tarzh : arvailhoù Bro leon, M Madeg n 2 p 8

Ma n’am c’hredit ket, emezi, me a gerc’ho va azen amañ. 

Tarzh : FB 1874 p 9

me a gerc’ho va azen amañ . Mat eo lavaret da belec’h ez a an dra, pe an den kerc’het

 

Gwellañ a zo d’ober eo kerc’hat ar veteriner.  

Tarzh : FB 1926 p 48

Da c’houde p’eo deuet brasoc’h e kerc’he anezhi d’ar maner… da lein evit toare. 

Tarzh : E bro Yvonne p 56 levr 5

amañ ivez e lavarer da belec’h ez a: « kerc’het d’ar maner »

« Kerc’h din sailh an dour benniget.  » 

Tarzh : Alanig al louarn, Yv Perrot

Kerc’hit ar c’homodor amañ ma vezo barnet.

Tarzh : FB 02 p 03/1868

amañ eo meneget al lec’h ivez

Ra vezo kerc’het an den-se. 

Tarzh : Bugale Jakob, Helies p 22

Mari a gerc’he boutailhad war voutailhad.  

Tarzh : courrier 01/1925

Sell! Te a gerc’ho glaou din-me ! 

Tarzh : Yvonne 5 p 98

E vehe kerc’het ul litrad gwin araog mirienn hag un all da c’houde.

Tarzh : Ur vro, un den hor yezh p 105

Ha pep hini a gerc’he e vezhin da gas el lec’h m’en doa plas da lakaat anezho. 

Tarzh : bezhinaerien an enezeier p 51

Un dra all, poultr munut diwar ar bleunioù, anvet”pollen” a gerc’hont ivez… 

Tarzh : FB 1926 p 107

dac’h ar gwenan eo ez eus kaoz amañ, evel just

« Ma, paotred, hirio ma c’helloc’h, kerc’hit tout ar foenn deomp d’ar gêr… » 

Tarzh : Marvailhoù M.Madeg n 3 p 12