a-dreuz 8

Degemer » Articles » Adverboù a-ger » a-dreuz 8

Skoueraat

(8 skouer)

ar bajennad a zo gouestlet da “chom a-dreuz”. Un dra a zo chomet a-dreuz, pa n’eo ket bet echuet, kaset da benn.

Paotred Pariz hag a rea goap ouzhomp da gentañ, koulz lavaret holl e oamp Bretoned, a jomas nao war zek anezho a-dreuz.

Orin : orin gollet

ar re a zo choumet a-dreuz a zo bet korbellet, n’o deus ket bet an arnodenn.

Komañset eo bet an ti-skol a-raog ar brezel met chomet e oa bet al labourioù a-dreuz en abeg d’ar brezel 14.

Orin : orin nann notennet

al labourioù n’int ket bet kaset da benn.

Kompren a reas ar person ha chom a reas e servij a-dreuz. 

Orin : ne ouezan ket

Yann a baeas al lein chomet a-dreuz. 

Orin : FB 1910 p 78

Mez setu ni kouezet er yod, ha lezet ganeomp a-dreuz istor laer ar c’haol. 

Orin : Hekleo Traoñ Bouzar, L Conq p 152

an istor a zo choumet a-istribilh ganeomp.

Gwaz a-ze avat d’an neubeut a zeskadurez am boa paket ha gwaz a-ze ive d’am zantifikad chomet a-dreuz ha ne bakin mui biken.

Orin : ar Marc'h reizh, V Seite p 167

E-pad ma vije bet ar charretour en ostaleuri e vijen pignet er wetur, un taol fouet ha yao en hent, hag ar pabor a vefe chomet a-dreuz war e vanne. 

Orin : FB 1928 p 40

Un 10 000 bennag marteze o deus tec’het pe klasket tec’het, met chomet a-dreuz alies.

Orin : war roudoù hor misionerien, V Fave p 280