kraban ha krabanata 11
Degemer » Articles » Anv »Skoueraat
(11 skouer)« Kraban » a dalv « skilf un aneval ». Implijet e vez dre skeudenn da dalvezout « dorn » . Ha bremañ kanit « Feñch ar Pagan, kalet e graban, ne vez ket brao mont dindan e bao ».
P’edon yaouank, doa fourchetez ebet. Gant da graban.
Ma kouezez etre o c’hrabanoù ne jomi ket beo.
Arabat kouezhañ etre daourn an enebourien.
Pep hini a grog er pezh a gouez dindan e grabanoù.
( Roskoiz o risañ pezh a zo chomet war-lerc’h an Alamanted.)
Penaos ‘ta lakaat ho kraban war al louarn ?
Pa z’eas ar mor kuit, an dud a lakaas o c’hraban war an tammoù douar a c’hellent pakañ !
Evit ar c’hig ha farz oa ret, e penn kentañ ar c’hantved-mañ, mont d’ar plad bras koat, a-daol kraban.
Ha ni kerkent war hor c’hrabanoù e-kreiz ar vouilhenn.
Deiz ar pardon emañ ar c’hiz da dreuziñ dre an toull war e grabanoù.
hag arabat choum gwasket dindan pont Sant Urfold
Nag a blijadur neuze o krabanata ar c’haoc’h kezeg hag oc’h ober karradoù bras…
dastum kaoc’h kezeg gant an dourn.
Hag e vez klevet neuze va mamm pe va c’hoar o lavaret da Jakig pe da Baolig:
“Bez kempennoc’h ‘ta, ne da ket da grabanata ar c’hig..”
Ne c’hellan ket mui debri eus ar c’hig, eus ar farz bet krabanatet gant daouarn aliez leun deil.
Arabat bezañ ken figus all !
doa = ioa gant da zourn