pennrann verb 53

Degemer » Articles » Anv » pennrann verb 53

Skoueraat

(53 skouer)

dalit amañ div frazenn tennet eus "yezhadur bras ar brezhoneg" F Kervella.“E pep verb e kaver ul lodenn a chom digemm pe dost hag un dibenn a zo a-walc'h ganti evit reiñ da anaout an doare, an amzer, ar gour hag an niver.” “ ar silabenn digemm “kan” eo PENNRANN ar verb “kanañ” Perak am eus dastumet frazennoù war an dra-ze ? Evit reiñ da anaout lod eus ar pennrannoù, gwelet penaos e vezont implijet ( gwech evit un ober: “ober ur skrab” , gwech evit ur stad “ un torr en doa en e vreac'h kleiz ) Ma ne vez ket gouezet e c'heller implij ar pennrannoù, ez aio an dra-ze da goll. Traoù damheñvel a zo e galleg: la tonte de l'herbe, une coupe de cheveux... Gouzout a c'heller implij an traoù se a c'hell bezañ un aezamantig en hor yezh.

Met an darvoud a lakae ar muiañ fiñv er vro e miz Gouere a oa “Foar ar Merzher” e Landerne.

Orin : An ti e traoñ ar c'hoad, F Kervella p 125

Ne c’hellont ober ket c’hoazh ober kalz a fiñv rak strapennet int ha strapennet berr.

Orin : FB 1910

Aes eo kompren, rak muioc’h a fiñv a veze sur e Gwipavaz eget ne c’helle bezañ en hor parrez-ni rak e Gwipavaz en em zastume ur bern tud o tont eus Brest pe eus a lec’h all.

Orin : An ti e traoñ ar c'hoat, F Kervella p 118

( muioc’h a dud a veze e pardon Gwipavaz eget e hini Dirinonn )

Evitañ da vezañ kozh ha tort, ez oa fiñv ennañ.  

Orin : FB 07/1873

Ar foenneg dourenneg-se ne ziwan enni nemet broenn hag elestr, hag he geot ne dalvez nag an troc’h nag an doug.

Orin : Geotenn ar werc'hez J Riou p 53

Un troc’h a vez great d’ar gwez a-dreuz ar pluskenn ( kemmadur ebet ? ) betek ar c’hoad.

Orin : FB 1878

an dra-ze a zo war an doare da dennañ rousin dac’h ar gwez.

Re verr en holl ho peus trouc’het va bleo din.

Re verr ? Mat, M’ho peus c’hoant e rin un trouc’h all dezho.

Orin : FB 1922

Ne lare ket he doa un troc’h en he breac’h hag un all en he gar.

Orin : courrier 08/1903

Alan a grogas er podad chistr, a reas ur jach warnañ…  

Orin : FB 1925 p 7

Ne oue ket pell e teuas da skuizhañ hag e reas ur chach.

Orin : courrier 03/1903

ar bleiz a zo o pesketa, war ul lenn skournet, sachañ a ra war e lost met paket eo er skourn…

( ur c’hozh kazeg kozh )

Ken fall da labourat ma ne rea ket ur jach er parkeier.

Orin : FB 1921

Ar re yaouank… … a zo chach warno a-gleiz hag a-zehoù.

 

Orin : FB 01/1913

ar  re yaouank a zo klask warno .

Ur javedad pe zaou, distaget e doare eus kostez borledenn ar vatezh vihan, a reas da houmañ ober ur stouig eus ar c’haerrañ dirak an itron vraz. 

Orin : FB 1885

Ar c’henwerzh a gendalc’h da vezañ dister, n’eus ket a bren, ha dre-ze, penaos e vo gwerzh. 

Orin : courrier 10/1885

Ul lac’h eo mont da labourat da bark Bodonn ( ul lev dac’h ar gear )

Orin : courrier 04/1925

ul lazh eo.

panefe Nikolas, sae al letanant a vije bet great ur rog enni c’hoazh ouzhpenn ar re a ioa bet great gant ar c’heuneut er c’hoad.

 

Orin : FB 1872

Hogen an anzao-se a roas kalon d’an den yaouank.  

Orin : FB 1872

Edon o tiskenn ar streat zoun, d’an daoulamm ruz, pa glevis ur strak, ha d’an ampoent e santis va azen o puchat dindannon, torret e livenn gein.

 

Orin : FB 1878

Mard eus, e mesk ar veleien, hiniennoù hag a vez ganto re a fich…

Orin : FB 1872

( beleien troet un tammig re war an dilhad kaer )

Pa vezen re skuizh ez aen da ober ur gourvez…

Orin : Frañsez Kervella, dindan gouriz ar bed p 150

Den an digoadenn a guitaas ar poull hag a eure ur gwask d’e varv hir ha d’ar blev, hiroc’h c’hoazh, a goueze war e chouk.

Orin : Ar gêr villiget, Yeun ar Gow p 19

Neuze e savas ur vlej ken e oa spontus. An deñved holl a lavare kevred: nann, nann. 

Orin : Jezegoù levrenn 2 p 83

Ar pezh a zo un dale hag ur rivin. 

Orin : FB 1927 p 116

Ur vaouez e-mod-se a zo ur rivin. ( e-keñver an arc’hant ).

Orin : FB 1924 p 58

alies e veze lavaret ” an dra-he a zo ur rivin evit un tiegezh bihan.”

Lagad arc’hant a grogas diouzhtu enni ha gant tri hej penn ha seizh skrab troad, an aneval kalonek a ziframmas priz va diou vioc’h.

Orin : Courrier 02/1929 Absulio

( ur miliner en deus lavaret d’e gi kregiñ en e yalc’h a zo e dourn al laer a zo bet friket gant ur wezenn )

Paotr ar menez a ra nann dre un hej penn. 

Orin : FB 1940

P’en devoe an aotrou lennet al lizher, ober a eure ur skrab d’e benn. 

Orin : courrier 01/1937

Goude bezañ great ur skrab d’e benn… ar Breizad… a lavaras goustadig… 

Orin : courrier 09/1932

He foan, e-lec’h bihannaat,a greske atao hag a-benn daou zervezh e oa ur skrij he gwelet. 

Orin : FB 1874

Letern a lennas ar skritell er bourk, a reas ur sao d’e ziskoaz.

Orin : FB 1872

Hemañ a gemennas d’an archerien, ar furch a oe great, hag e voe kavet teir voull all e ti gwreg ar P… 

Orin : courrier 03/1890

Ar c’horn butun a zistroe atao da di e dud hep n’en diche bet na torr na glaz.

Orin : FB 1908

na glaz = na gloaz

(torret gwerenn ur stal e Pariz )

Hag o vezañ ma ‘z oa asuret e-enep an torr, e c’houlennas ouzh ar gompagnunez lakaat ur werenn nevez e plas ar werenn dorret.

Orin : courrier 11/1920

« Un torr en e vreac’h kleiz » 

Orin : courrier 05/1885

Inouet maro du-mañ, goude va c’hoan, e soñjis mont d’ober un tomm da di tonton Yann ar c’halvez.

Orin : Glaoda ar Prat "Moustrerig"

Pa voe eat dilavar an dimezell, an tri baotr a reas ar furch e-barzh an ti.

Orin : courrier 02/1921

Ur skrij eo gwelet anezho. ( korfoù an dud beuzet war lerc’h peñse an Hilda ). 

Orin : Paotred an ognoun, an tad Medar p 153

Mes ret eo bet deoc’h evelkent kaout un den bennak war hoc’h hent da reiñ deoc’h ho mezer e ro.  

Orin : Alanig al louarn, YV Perrot

hag amañ eo “ro” ar bennrann verb.

Hag ar baotred yaouank da redek war he lerc’h, ur vres hag ur vount ganto.

 

Orin : FB 1932

amñ e veimp c'hoazh gant ar memez tra, ar bennrann, mestra ne denn ket re ouzh an anv verb...

Me a welo ar gof unan eus an dervechoù-mañ, hag a lavaro dezhañ daou c’herig eus a gement-mañ hag e vezo great ar gra.

 

Orin : Courrier 01/1890

tad ur paotr yaouank a yelo da welet tad ur plac’h yaouank…

( Fañch a zo o paouez mervel, skeiñ a ra ouzh dor ar baradoz, setu respont Sant Per )

Amzer ! Amzer ! Gwelomp da gentañ ha gounezet ec’h eus an eûrusted didermen.

En un taol kount e vezo great ar gra, da c’hedal, deus em lochenn.

Orin : courrier 05/1890

“great ar gra” a dalv “great ar stal” amañ ivez, “great an emgleo”

Neuze e savas boud ha leñv.

Orin : FB 1932 p 16

Ha pa deuas da anaout ar pezh a oa c’hoarvezet e savas fiñv ennañ.

Orin : courrier 05/1913

( ur prizoniad a ioa da vezañ frankizet hag unan en deus kemeret e blas evit mont er maez.)

Tostait d’an tan, Mari Jann, eme ar c’hloc’her, hep ober ur fiñv.

Orin : FB 1921

N’emaer ket o c’houlenn ouzoc’h lavaret ho soñj, Archer Mourrouteo, eme, rust an trouc’h gantañ, ar Brigadier Hirvalvenn.

 

Orin : Absulio 10/1935

Del, mont a ran kuit d’ober un tamm reñk d’am dilhad.

 

Orin : Katrina Lenn Zu, PJ Helias

An houarn a zevas ar c’hroc’hen betek ar c’hig hag ar c’hig betek an eskern , ma voe hanter leuniet ar c’heo a voged teo, gantañ c’hwezh an deo ha flear ar poazh.

 

Orin : courrier 02/1936 Absulio

Goude-ze e teue tro ar plac’hed yaouank. Amañ ‘vat e save gwic’h ha kri !

Orin : V Seite, ar marc'h reizh p 188

( ar plac’hed yaouank a vez lusket a-zioc’h an tantez ( ger Goueled Leon ), a-zioc’h an tantad ( Gorre Leon ) )

Ne ras nemet ul loc’hig, ur fiñvig.

Orin : FB 1903/1904

Sell, ar brezhoneg-se, a rez anezhañ brezhoneg Pariz, a ziskouez ez eus fiñv ha lusk en ene Breiz. 

Orin : FB 1925

“pevar den d’ober ar furch raktal, eme an ofiser.”

Orin : FB 1924

( an delioù iliao ) an delioù fresk a ra vat ouzh an dev.  

Orin : FB 1925

-Se ‘zo gwir, tonton Per, a respontas ar c’hemener, en ur ober ur skrabig d’e benn.

 

Orin : Kontadennoù Jezegou, niz Sant Per